Gouel an Erer Kozh

Gouel an Erer Kozh a zo ur gouel aozet e Karaez bep bloaz.

Degemeret e vez eno meur a arzour, disheñvel o doare da seniñ ha da welout ar sonerezh. Krouet e oa bet ar gouel-mañ e Breizh, e Landelo. E bal zo dizoloiñ tud disheñvel, gant sonerezhioù disheñvel.

Degemeret ez eus bet eno tud eus ar vro (Alan Stivell, Ar Re Yaouank, Miossec, Denez Prigent, Startijenn...), tud all brudet e Bro-C'hall evel -M-, Claude Nougaro, Charles Trenet, Renaud, Julien Clerc, Manu Chao, Johnny Hallyday…) ha tud anavezet er bed a-bezh (Joan Baez, R.E.M., Franz Ferdinand, James Brown, Iggy & The Stooges, Ben Harper, Texas, Pixies, The Cure...).

Gouel an Erer Kozh a zo deuet da vezañ brudet tamm-ha-tamm (170 000 den evit tri devezh ha 5000 den a youl-vat). Laouen eo an dud da zont da selaou ouzh sonerezh disheñvel ha bev, ur spered plijus a vez er gouel-mañ. Ar gounidoù graet gant ar gouel a vez roet d'ar c'hevredigezhioù tro-dro da Garaez (evit Lise Diwan ha Skol Diwan Karaez da skouer...). Teir leurenn a gaver war dachenn an Erer kozh : hini Glenmor, Kerouac Ha Xavier-Grall. Un tammig pelloc'h e vez gwelet un dachennig all, anvet ar Warenn, eno e vo kavet ar sonerezh hengounel ha breizhat.

Gwel a-dro d'al leurenn vras er festival e 2006

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search